Skip to main content

‹‹‹ prev (85)

(87) next ›››

(86)
— 72 —
da vouela en eur lavaret : « ni ielo ganeoc'h da gaout
ho pobl.» Abarz ar fin coulsgoude caloun Orphaadeuas
da laoskaat, ha setu hi da gimiada dioc'h Noêmi ha da
vont var he c'hiz da vro ar Moabitet. Mes Ruth a lavaras
a-grenn d'he mamm-gaér : «evidon-me ajomo ganeoc'h;
ho pobl a vezo va fobl, hag ho Toue, va Doue ; hag el
leac'h ma vezo ho pez me a fell dinn ive mervel.» Erruout
a rejont eta ho diou e Bethleem. Hogen an dra-ma a ioa
e mare an eost, ha Ruth a zonjas mont da bennaoui evit
caout pe a dra da veva. Dorn Doue he c'hassas var
douar Booz, eun den pinvidic-braz hag a ioa car da
Elimelek. Booz a deuas var an deiz da veiet he zerviche-
rien a ioa o tastum ed en he barkeier. veza guelet eno
Ruth o pennaoui, hag o veza clevet gant pebez carantez e
devoa heuliet he mamm-gaér, ez eas d'he c'haout hag e
lavaras dezhi : «va merc'h, chomit e kichen va flac'het,
hag it var ho lerc'li e kement leac'h ma* vezint oc'h en-
dramm. P'o pezo sec'het, evit euz ar podazo ama evitva
zervicherien, ha da vare ar pred deuit da zibri assambles
gantho.» Booza lavaras ive d'he zervicherien: «pa vioc'h
oc'h endramm, lezit ama hag a-hont eur penn bennac da
goueza euz o'ch herdinn evit n'e devezo ket a vez oc'h
ho dastum.»
Nebeut amzer goude Booz a lavaras da Ruth: «an
oU a c'hoar oc'h eur vaouez leun a furnez, « hag e keme-
ras anezhi evit pried. An Aotrou Doue a vennigas an
dimizi-ze, hag a roas dezho eur mab, he hano Obed.
Hema a oue tad da Isaï ha tad-coz da Zavid. Euz al
lignez-se eo e tiskenn hor zalver Jesus-Krist.
Ar Moabitet n'e ket iuzevien oant, mes divroïdi, hag
aliez zoken enel)ourien, En eur ziskenn euz a lignez
Ruth, an intañvez-se a vro ar Moabitet, hor zalver Jesus-
Krist a felle dezhan discouez n'e ket salver ar iuzevien
ebken eo e tlie beza, mes salver an oll dud a volontez vad.
44. Samuel. Bugale Heli.
En amzer m'oa ar belec braz Heli barner en Israêl, e
veve daou bried a zoujans Doue, Elcana hag Anna ; Anna

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence